John Dillinger
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | John |
Anv-familh | Dillinger |
Deiziad ganedigezh | 12 Mez 1903, 22 Mez 1903 |
Lec'h ganedigezh | Indianapolis, Brightwood |
Deiziad ar marv | 22 Gou 1934 |
Lec'h ar marv | Chicago, Biograph Theater |
Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
Lec'h douaridigezh | Crown Hill Cemetery |
Micher | bank robber |
Strollad etnek | White people |
John Herbert Dillinger, ganet d'an 22 a viz Even 1903 en Indianapolis hag aet da Anaon d'an 22 a viz Gouhere 1934, a oa ur gangster stadunanat brudet e-pad marevezh ar Great Depression (ar Fallaenn Veur, 1933–1934) e Stadoù-Unanet Amerika. Kas a rae da benn e obererezhioù torfedouriezh gant ur strollad tud lesanvet an Dillinger Gang pe an Terror Gang, hag a voe lakaet da gablus evit laeroñsi 24 bank, pevar c'homiserdi, hag evit torfedoù niverus all.
Div wech ez eo tec'hec'het kuit Dillinger diouzh an toull-bac'h.
Dillinger e oa bet an trofedour brudetañ er Stadoù-Unanet e-pad marevezh ar Fallaenn Veur, o vezañ lakaet war-wel muioc'h c'hoazh evit an torfedourien Baby Face Nelson, Pretty Boy Floyd pe Bonnie and Clyde. Ur brouen anat e voe embannadur al levr meur diwar-benn torfedourien ar marevezh-se bloavezhioù war-lerc'h, a voe titlet The Dillinger Days (An Devezhioù Dillinger).
Trubardet gant Ana Cumpănaş, a oa perc'hennez war ur fouzhlec'h ma oa bet kavet goudor gant Dillinger, e voe adkavet gant an FBI. Lazhet e voe pa oa o vont er-maez eus ar sinema (Biograph Theater) e Chicago d'an 22 a viz Gouhere 1934 gant un ezel eus an FBI anvet Melvin Purvis, hag e skipailh. Peder gwech e oa bet tennet warnañ pa glaskas tapout ur bistolenn en unan eus e c'hodelloù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kroget e oa gant an torfederezh da 20 vloaz pa laeras un oto e Mooresville, Indiana hag ez eas gant ur veaj glepaj dre Indianapolis. Talet gant an archerien hag gloazet don ganto e voe rediet da emezeliñ en Navy evit chom hep bezañ bac'het. Chom a reas un nebeud mizvezhioù war vourzh ar vag Utah. Ken dichek e veze gant an ofiserien ma tremen e amzer en toull. Pa eorias ar vag e Boston e tec'has John Dillinger eus an Navy.