[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Johannes Vermeer

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jan Vermeer)
Munud eus De koppelaarster (1656) ; un emboltred e vefe.
Plac'h al laezh (war-dro 1660-1661)

Johannes Vermeer (pe Johannis, Johan, Jan), anavezet ivez evel Vermeer Delft, badezet e Delft d'an 31 a viz Here 1632 ha marvet eno d'ar 15 a viz Kerzu 1675, zo ul livour izelvroat eus ar XVIIvet kantved. Johannis e oa e anv en e vadeziant, ha Jan pa varvas.

43 bloaz e oa Vermeer pa varvas, ne livas nemet 35 taolenn en ur ober 20 vloaz, nebeut a dra e-skoaz livourien all, ha koulskoude eo bras e vrud.

Moarvat n'ae ket e vrud pelloc'h eget trowardroioù Delft, e gêr c'henidik. Gant skriverien e vuhez eo bet dastumet an evezhiadenn-mañ a-berzh ur c'hronikour gall, Balthasar de Monconys, hag en devoa gwelet un oberenn gantañ e ti ur pober: « (...) 1000 lur e oa koustet, pa vije bet re gant 6 pistol a gavan-me. »

« A-zivout Ver Meer eus Delft, e c'houlennas-hi digantañ hag ur vaouez an hini he devoa roet c'hoant dezhañ da vezañ, ha Swann en devoa anzavet e oa unan ... met ur sekred e oa, ne oa ket bet troet gant al livour-se ken. »
Marcel Proust

Er geoded izelvroat, staget gant an Istor ouzh an Tiegezh Orange, ma oa c'hoazh ur statud dibar ha stag brientoù outi, e seblant Vermeer bezañ tapet brud un arzour hag un nevezer. Lakaet e oa bet e anv gantañ en 1653 evel arzour dizalc'h e Gild Sant-Lukaz, ha dean e oa ennañ. Brudet e oa evel anaoudeg e taolennoù livet, peogwir e voe galvet en 1672 da vont da Den Haag da reiñ e ali diwar-benn un dastumad taolennoù eus Venezia gwerzhet da Frederig-Gwilherm, Dilenner Meur Brandenburg.

Plac'h he ferlezenn (v. 1665-1666)

Diouer a zielloù zo diwar-benn buhez an arzour, ha gant-se ned a alies an istorourien nemet war varteze. Krediñ a ra lod e oa bet Vermeer o teskiñ ar vicher gant Carel Fabritius, a oa o labourat e stal Rembrandt.
Taolennoù zo, a-hervez, dre ma'z int teñval ha leun a velkoni, a vije prouenn a gement-se, evel ar Plac'h o vorediñ.

Gouzout a reer ivez e tegouezhas Pieter de Hooch en Delft en 1654 : hag en em zaremprediñ a rae an daou arzour? N'haller ket bout sur, met splann eo o deus labouret o-daou da reiñ un doare nevez d'al livañ oberoù ar pemdez o lakaat war al lien efedoù gwirion ar gouloù hag an danvezioù.
Moarvat en deus livet Vermeer evit tud a hiniennoù, ha n'eo ket evit ar varc'hadourien oberennoù arzel.

An dantelezerez (wd. 1670-1671)

Hervez Montias (Vermeer and his milieu, 1989), e laboure evit P. Claesz van Ruijven dreist-holl; hennezh a oa un tailhanter pinvidik. Goude-se e voe legadet an dastumad da verc'h Van Ruijvenha d'e vabeg, Jacob Dissius. Pa varvas hennezh e voe gwerzhet ouzh ar gouloù un daolenn warn-ugent bet livet gant Vermeer en Amsterdam. Daoust da se n'eus roud skrivet ebet eus al labour-se evit van Ruijven. Gouzout a reer avat ec'h amprestas Vermeer 200 florin digantañ en 1657.

E 1653 e timezas Vermeer da g-Catharina Bolnes, merc'h da Maria Thins ha ne oa ket divadoù. Koulskoude, en 1672, e voe disklêriet brezel gant Bro-Saoz d'an Izelvroioù, hag int aloubet gant an armeoù gall. Kement-se a voe drastus evit marc'had an arz ha war washaat ez eas stad Vermeer hag e diegezh.

Setu a lavaro e wreg diwezhatoc'h: « Abalamour da se ha d'an dispignoù bras a oa d'ober evit ar vugale pa n'en doa ket madoù a-walc'h da baeañ e voe ken glac'haret hag e fallaas kement ma kollas e yec'hed ha ma varvas en ur ober un devezh hanter ». Eizh minor a chomas gant e wreg. E 1676 e voe roet un aotre dizleañ da Catharina : hervez al lezenn e leze an dleidi da gemer madoù Vermeer.

John Smith (1833), marc'hadour oberennoù arzel, ha Thoré-Bürger (1866) eo a zo kaoz da vrud nevez Vermeer.

E 1935 e voe aozet gant Mirdi Rotterdam ar c'hentañ diskouezadeg diwar-benn ul livour dindan an anv : « Vermeer - orin ha levezon ». Roet e voe d'ar mestr ar vrud a verite, goude ma chome da reizhañ ar fazioù graet gant e azeulerien ha da ziskuliañ drevezadennoù ar falserien, evel re an hini brudetañ anezho, Han van Meegeren, a werzhas ur falsoberenn diwar Vermeer da Hermann Göring.

Un diskouezadeg veur eus e oberoù a voe en National Gallery e Londrez en hañvezh 2001.

An dud livet gantañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An douaroniour (war-dro 1669)

Livet en deus Vermeer tud en o zier dreist-holl. Hag an div daolenn eus Delft a seblant bezañ livet eus a-drek ur prenestr zoken.
Un nebeud poltredoù zo, met livet en deus tud en o buhez ordinal da gentañ-penn, tud vunut alies, plac'h al laezh o labourat, met tud pinvidik ivez e tier klet.

Daveoù relijiel ha skiantel zo ivez e darn eus an taolennoù, a-wechoù en taolennoù a weler en daolenn.

C'hwec'h taolenn ha tregont zo anavezet evel oberennoù graet gant Vermeer. Met n'emañ ket a-du an holl gant ar varnadenn-se.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livourien izelvroat brudet arall a oa kempredidi da Johannes Vermeer.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.