Rann-eur
Ur rann-eur[1] (liester: rannoù-eur), pe gwerzhid-eur[2], pe gennad eur[3] a zo ur rann eus an Douar ma’z eo unvan an eur implijet evit an traoù lezenn, kenwerzh, sokial... Da skouer evit an trenioù, ar skolioù, ha kement 'zo. Techet eo ar rannoù-se da heuliañ bevennoù ar stadoù. Rannet eo an Douar e 40 rann a ya eus pennahel an Norzh da bennahel ar Su, setu ma ledanaont bep ma tostaer d'ar c'heheder, eleze ar ger gwerzhid a vez graet gantañ a-wechoù ivez. Heuliañ a reont dre vras red an heol a ra ar c'helc'hiad noz/deiz, met cheñchamantoù bras a c'hall bezañ. Broioù evel Galiza, ha Breizh un tamm nebeutoc'h, a zo kalz en a-raok war an "eur wir", dreist-holl pa vez an eur hañv (gant eur Europa ar C'hreiz emaint, tra ma ra Breizh-Veur hag Iwerzhon, a-genhed ganto, gant un dilañs un eur. Ar broioù bras a vez rannet e meur a hini, evel Rusia pe Kanada. Koulskoude e ra stadoù bras 'zo gant unan hepken, evel Sina. Pa vez kreisteiz e Peking (eur ofisiel) e vez an heol o sevel e Lhasa (Tibet).
Dre vras e cheñch ar rannoù eus 1 eur da 1 eur. Broioù 'zo avat o deus dibabet ober gant un hantereur, evel India a zo gant UTC+5:30.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Lukian Kergoat / Eil Derez Diwan / Kreizenn ar geriaouiñ : Geriaoueg ar c'heografiezh, p. 9.
- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Hervez Geriadur Médard, p. 619.