Gaillimh
Neuz
Gaillimh (distaget: ˈɡalʲɪvʲ] en iwerzhoneg) a zo ur gêr vras eus kornaoueg Iwerzhon, e proviñs Connacht hag e kontelezh Gaillimh, war an aod, anvet Galway e saozneg (distaget: [ˈgɔlweɪ]). C'hwec'hvet brasañ kêr Iwerzhon eo, gant 75 529 a dud o chom e kêr, ha 76 778 ma konter an trowardroioù (2011).
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo ar gêr en danevell Ar Follez Yaouank bet skrivet gant Fant Rozeg (Meavenn), hag anvet Galliv, hervez doare-skrivañ ar brezhoneg.
Liammoù etrebroadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Gaillimh gant ar c'hêrioù-mañ[1]:
Bro | Kêr | abaoe |
---|---|---|
Breizh | an Oriant | 1975 |
Stadoù-Unanet | St. Louis | 1977 |
Stadoù-Unanet | Seattle | 1986 |
Bro-Saoz | Bradford | 1999 |
Stadoù-Unanet | Cambridge | 1994 |
Stadoù-Unanet | Chicago | 1997 |
Danmark | Aalborg | 1997 |
Stadoù-Unanet | Milwaukee | 2001 |
Liammoù mignoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro | Kêr | abaoe |
---|---|---|
Sina | Qingdao | 1999 |
Zeland-Nevez | Auckland | 2002 |
Kanada | Moncton | 2002 |
Bro-Skos | Sruighlea | 2012 |
Stadoù-Unanet | Menio Park | 2013 |