[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Cilymaenllwyd

Eus Wikipedia

Cilymaenllwyd zo ur barrez hag ur gumuniezh e Sir Gaerfyrddin, e mervent Kembre, war harzoù Sir Benfro. Enni emañ kêriadennoù Efail-wen ha Login.

E 2011 e oa poblet gant 742 a dud, ha 396 anezho (55%) a oa kembraegerien.

Gwechall e oa e kombod Derllys[1]. Da sant Cledwyn eo gouestlet an iliz-parrez. Kontañ a reer e oa Cledwyn unan eus mibien Brychan, roue Brycheiniog a oa tad da 40 a vugale.

E korn-bro Cilymaenllwyd e tarzhas ar re gentañ eus Emsavadegoù Rebeca, e 1839.