Brittany
Brittany (a-wechoùigoù Britanny) — ur ger savet diwar ar ger latin Britannia — a c'hell bezañ meur a dra.
An anv saoznek roet da Vreizh eo, a gaver :
- en anv Brittany Ferries, kompagnunezh listri.
- en anv-lec'h Brittany American Cemetery and Memorial, ha n'emañ ket e Breizh koulskoude.
- en anv saoznek evit ki-Spagn Breizh (ki-chase Kallag), French Brittany o vezañ ar c'hi-Spagn gall.
Er broioù saoznek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv plac'h eo abaoe an XVIIIvet kantved, met ret eo bet gortoz betek dibenn an XXvet a-raok e gavout stank. Skrivet e vez en un 20 doare disheñvel (83 hervez al lec'hienn-mañ).
- teir silabenn: Brit(t)ani(e), Brittan(e)y
- div silabenn: Brit(t)nee, Bri(t)tn(e)y, Brit(t)ni(e), Brit(t)n(a)y
An anv roet ar muiañ d'ar merc'hed er Stadoù Unanet e oa er bloavezhioù 1989 (53 059 bugel en holl) ha 1990. Abaoe eo aet war zigresk abalamour da vrud etrebroadel ar ganerez Britney Spears a seblant bezañ skuizhet tud ar vugale(Daveoù a vank).
Anavout a reer :
- Britney Spears, kanerez stadunanat
- Brittany Murphy, aktourez stadunanat
- Brittany Le Borgne, kanerez mohawk kebekat
- Brittany Snow, aktourez stadunanat
- Brittany Howard (g. e 1988), kanerez ha gitarourez stadunanat
Evel anv-arzourez e anavezer :
- Morgan Brittany (g. e 1951), anv micher Suzanne Cupito, aktourez.
Alies ivez eo bet un anv-bihan kemeret gant aktourezed porno, pe evit merc'hed luc'hskeudennet gwisket skañv.(Daveoù a vank)
Evit ober anaoudegezh gant ar merc'hed brudet (er SUA) a zo bet lakaet Brittany n'eus ken 'met mont da welout ar pennad saoznek.