[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

James Bond girl

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bond girl)
Skouerioù James Bond girls

Ur Bond girl, pe James Bond girl, a vez graet eus ur vaouez e karantez gant James Bond pe o harpañ anezhañ er romantoù, filmoù, pe c'hoarioù video. Anvioù ar Bond girls a c'hell bezañ c'hoarioù gerioù evel evit Pussy Galore, Plenty O'Toole, Xenia Onatopp, pe Holly Goodhead c'hoazh.

Ur James bond girl a c'heller ober ivez eus un aktourez he devoa c'hoariet ur roll evel-se, evel Ursula Andress, Honor Blackman pe Eva Green.

N'eus reolenn sklaer ebet evit gouzout peseurt maouez a c'hellfe bezañ ur Bond girl ha peseurt roll a vo ganti. Gellout a ra bezañ harperez pe eneberez da James Bond, pouezus evit kefridioù hennezh pe dister. Un nebeud maouezed evel Judi Dench M, pe Camille Montes, maouez ar spiañ bolivian a sikour Bond en Quantum of Solace, hag ar re-se n'int ket dedennet gant karantez ar paotr. Ne vez ket graet Bond girls anezho da vat a-benn neuze. En desped da-se e vez graet eus M hag he roll diazez ur Bond girl pe Bond woman.

Er romantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tost en holl romantoù pe danevelloù James Bond gant Ian Fleming e kaver ur vaouez pe meur a hini hag a c'hallfed ober Bond girl anezho ; darn anezho a adkaver er filmoù ivez. Ar James Bond girls krouet gant Fleming o deus tresoù damheñvel (d'an nebeutañ er stumm lennegel). Dre-vras int merc'hed o deus e-tro 20 vloaz ; e-keñver Bond ez int dek vloaz yaouankoc'h dre vras.

Awen Fleming evit ar Bond girls a c'hallfe bezañ ur vaouez bet e garantez, Muriel Wright, rak hervez The Times:

"(she) has a claim to be the fons et origo of the species: pliant and undemanding, beautiful but innocent, outdoorsy, physically tough, implicitly vulnerable and uncomplaining, and then tragically dead, before or soon after marriage."

Wright a oa 26 vloaz ha "koant eston" p'he devoa kejet gant Fleming e 1935. Ur sportourez ampart e oa : rederez moto, skierez, c'hoarierez polo. Wright a oa dieub hag un top model pinvidik. Sot he oa gant Fleming, en desped d'ar fed e oa-eñ merc'hetaer daonet. Aet eo da Anaon e-kerzh ur vombezadenn dre aer e 1944. Fleming a oa bet drastet da vat, lavaret a rae diwar-benn Wright e oa "too good to be true".

Ursula Andress (evel Honey Ryder) en Dr. No (1962) zo dreistbrudet evel ar c'hentañ Bond girl, memes ma oa bet Eunice Gayson evel Sylvia Trench ha Zena Marshall evel Miss Taro er memes film, Goldfinger (1964). Adalek an trede film e kavet ur Bond girl pe meur a hini er filmoù.