Seizh (niver)
Neuz
(Adkaset eus 7 (niver))
Gant ar ger seizh (niver) e tegouezher amañ, evit ar sterioù all, gwelit ar pennad Seizh (disheñvelout).
Emdroadur skrivadur ar sifr 7 |
Seizh zo un niver ampar hag anterin, etre c'hwec'h hag eizh, hag a skriver gant ar sifr 7 (sifroù arabek) pe VII (sifroù roman).
War douar-bras Europa hag en Amerika Latin e tornskriver dre-vras ar sifr 7 gant ur varrenn e-kreiz, kement-se evit disheñvelout gwelloc'h diouzh ar sifr 1 (unan).
E lod broioù, evel e Rusia, e redier ar skolidi da skrivañ evel-se.(Daveoù a vank)