gwinkal
Brezhoneg
Verb
Kemmadur | Furm |
hep | gwinkal |
dre vlotaat | winkal |
amreizh | winkal |
gwinkal /ˈɡɥĩŋkal/ verb gwan (anv-gwan-verb : gwinket) (displegadur)
- Skeiñ e dreid diadreñv en nec'h en ur sevel e dalier, o kaozeal eus ul loen-kezeg
- Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d'am zintin, ur bern moc'haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat (!) d'ur bugel ken yac'h ha den. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 36.)
- « Ha pa vefen dall ha daonet, e kenderc'he da lavarout va zroc'her buzhug, evel pa vefe bev ha prest da winkal eo al loen-kezeg-se ! » — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 78.)
- Ledet e oa Jenovefa war ar plañchod ; difretañ ha gwinkal a rae, skoet gant ur reuziad poan — [...]. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 19.)
- Gwinkal a ra ho kazeg ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 244.)
- Kerkent e yeas ur c'horfad kounnar er marc'h ha ne ehanas ket da winkal ouzh ar sac'had plouz. — (Yeun ar Gow, E Skeud Tour Bras Sant Jermen, eil emb. Al Liamm, 1978, p. 100.)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Troidigezhioù
- galleg : ruer (fr) se débattre (fr) ? se démener (fr) ?