e-giz
Brezhoneg
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | egiston |
U2 | egistout |
U3g | egistañ |
U3b | egisti |
L1 | egistomp |
L2 | egistoc'h |
L3 | egisto |
D | egistor |
e-giz /(e)ˈɡis/
- Evel
- Betek aman oa chomet stard, ne doa skuillet berad daelou, ha breman e vouel e giz eur bugel. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 285.)
- Hemañ a oa e-harz e dreid, staget e-giz eur penn-yer da lakaat ouz ar ber. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 37.)
- Setu amañ ur sae vouk e-giz hini un eskob. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 104.)
- Anv e oa e lenne en eneoù al leaned e-giz en ul levr digor. — (Youenn Drezen, Sizhun ar Breur Arturo, Al Liamm, 1971, p. 16.)
- e-giz-mañ, e-giz-se
- E-harz an aoter ez eus ur beleg gwisket e du e-giz evit lavarout oferenn an Anaon. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 22.)
- Neuze ez eus trouz er chapel, e-giz trouz eskern o steki kenetrezo. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 22.)
- E-giz da (unan bennak) : evel (unan bennak)
- E-giz ma