ahont
Brezhoneg
- Savet diwar an araogenn a hag ar rannig diskouez hont.
Adverb
ahont /ˈa(h)ːɔ̃nt/
- El lec'h-hont, pell pe belloc'h, a c'heller gwelet, diskouez.
- « Me 'wel ahont un tamm torgleuz, ha diwarnañ hor bezo lañs da lammat en tu all. » — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 223.)
- — « Deuit da welout, » eme ar roue, « sellit, gwelout a rit ahont ho kastell kaer ; emañ o tont ahont en tu all da Enez Benniged. Deuit 'ta buan da welout hag e welot ez eo gwir a lavaran. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 57.)
- — « Emaomp e-kichen ti va zad, » emezi ; « sed ahont va c'hoar ; emañ o tont d' am c'haout. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 110.)
- — Ahont, emezi, e rank bezañ un ti. — (Gab Milin, Marvailhoù Bro-Leon, Hor Yezh, 1999, p. 16.)
- Fraoñval a ra an dillad a-hont gand an avel. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 165.)
- A-hont a zo gwall vor ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 192.)
- Ar vag a welez ahont o pennata. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 127.)