[go: up one dir, main page]

Raymond Georges Yves Tanguy (5 a viz Genver 1900 e Pariz – 15 a viz Genver 1955 e Woodbury, Connecticut, Stadoù-Unanet) a oa ul livour hag un tresour dreistrealour, bet broadet amerikan.

E vuhez

kemmañ

Tad ha mamm Tanguy a oa a orin eus Breizh. Ganet e voe e savadurioù ministrerezh ar morlu e Pariz. Eno e oa lojet e dad, hag a oa adjudant-evezhier. Mervel a reas tad Tanguy e 1908, hag e vamm a zistroas neuze da Lokorn, padal e chomas Yves Tanguy e Pariz. Eno e studias, hag e-pad ar vakañsoù e tistroe da di e vamm e Breizh.

 
Yves Tanguy : Le Palais aux rochers de fenêtres, 1942. Kreizenn Georges Pompidou, Pariz

E 1918 e voe enrollet Tanguy en arme, eno e kejas gant Jacques Prévert. Goude e servij soudard ez eas da Bariz hag e reas meur a vicher. Dre zegouezh e welas un daolenn savet gant Giorgio de Chirico e 1923, ha ken entanet e voe ken e tivizas stagañ gant al livañ. Er memes bloavezh e kasas an hañvezh e Lokorn, asambles gant Jacques Prévert hag e vreur. E 1925 e voe degemeret Yves Tanguy er strollad dreistrealour. Plijet e voe barzhed ar strollad gant ar gweledvaoù savet gantañ enno elfennoù a denn d'ar maen, da eskern gwevn, dremmwelioù eeun, hag enno ivez dremmwelioù linennek hag aergelc'hioù diazezet war an huñvreoù.

 
Ar c'hoari gwazi bet savet gant Yves Tanguy, André Breton, Georges Sadoul, Jeannette Tanguy, Pierre Unik ha Suzanne Muzard. Savet e Enez-Sun,d'ar 26 a viz Gouere 1929
 
Mod-implij ar c'hoari gwazi, dornskrivet gant Yves Tanguy

E 1929 e veajas Tanguy da Enez-Sun, gantañ e oa André Breton ha Suzanne, Georges Sadoul ha Pierre Unik. E miz Here 1929 e voe diskouezet e daolennoù e Pariz, asambles gant re Salvador Dali, Jean Arp ha René Magritte. E zarempred gant Prévert a baouezas, goude m'en defe ar skrivagner savet un destenn dagus diwar-benn André Breton. E 1933 e kemeras perzh e meur a ziskouezadeg dreistrealour e Pariz hag e Brusel. Tresañ a reas ivez skeudennoù a yae da skeudenniñ levrioù Tristan Tzara pe re Benjamin Péret. D'an 3 a viz C'hwevrer 1934 e voe Tanguy e-touez an dreistrealourien a sinas ul lizher a-enep da Salvador Dali. C'hwec'h devezh goude e voe torret e zent e-kerzh un emgann, hag e soñjas kuitaat Frañs ha mont d'ar Stadoù-Unanet. D'ar mare-se e tostaas ouzh Marcel Duchamp hag a oa o chom eno. E 1935 e voe sikouret gant Duchamp, hag un diskouezadeg eus e oberennoù a voe aozet e Hollywood. Degemeret mat-tre e voe e oberennoù er Stadoù-Unanet. E 1938 e tizoloas Tanguy taolennoù an arzourez amerikan Kay Sage. E 1939 e c'hoarias er film dreistrealour Le Violon d'Ingres sevenet gant Jacques Brunius. Er memes bloavezh ez eas d'ar Stadoù-Unanet, en em staliañ a reas asambles gant Kay Sage e New York hag e timezjont e Reno e 1940. E 1946 en em staljont e Woodbury Connecticut.

E 1953 e tistroas da Europa, ha diskouezadegoù a voe aozet e Pariz, Roma ha Milano. Evit ar wech diwezhañ ez eas ivez da Lokorn, eno e welas e c'hoar.

E 1955 e varvas a-daol-trumm abalamour d'ur gwadliñv en e empenn. Yves Tanguy en doa goulennet ma vefe taolet ludu e gorf e bae Douarnenez, rak a orin eus Lokorn e oa e familh. Gant Pierre Matisse e voe sevenet ar c'hoant-se.

E 1963 en em lazhas Kay Sage (ampoezon a dapas) goude bezañ savet roll klok oberenn Tanguy.

Oberennoù pennañ

kemmañ
  • Rêveuse (dormeuse), 1927
  • Un grand tableau qui représente un paysage, 1927
  • Maman, Papa est blessé, 1927
  • L'Oreiller de satin, 1929
  • Le Regard d'ambre, 1929
  • À quatre heures d'été, l'espoir, 1929
  • Roux en hiver, 1932
  • Le Ruban des excès, 1932
  • Le Fond de la Tour, 1933
  • Entre l'herbe et le vent, 1934
  • Le Soleil dans son ecrin, 1937
  • Jour de lentuer, 1937
  • Composition, 1938
  • Ennui et tranquillité, 1938
  • Sans titre, 1938
  • Outre mer, 1939
  • Temps meublé, 1939
  • Par le feu, par les oiseaux, et non par la pierre, 1943
  • Réponse au rouge, 1943
  • Feu central, 1947
  • D'une nuit à l'autre, 1947
  • Eau forte, 1947
  • Rhabdomancie, 1947
  • Au hasard du soleil, 1947
  • Illustration pour l'Antitête, 1949
  • Temps égaux, 1951
  • Reflet, 1951
  • Les Transparents, 1951
  • Hekla, 1952
  • Nombres imaginaires, 1954

Levrlennadur

kemmañ
  • Agnès Angliviel de la Beaumelle « Yves Tanguy » katalog an diskouezadeg a voe aozet er Greizenn Georges Pompidou, 17 a viz Even - 27 a viz Gwengolo 1982, embannadurioù C. G. P., 1982
  • André Breton « Yves Tanguy », Embannadurioù Pierre Matisse, 1946
  • René Le Bihan, Renée Mabin ha Martica Sawin « Yves Tanguy », Embannadurioù Palantines, 2001

Lakaet e brezhoneg gant Herve Seubil gKernaudour, hag embannet gant An Here, 2001

  • Daniel Marchesseau « Yves Tanguy », Embannadurioù Filipacchi, 1974
  • Christian Nicaise « Yves Tanguy : Les livres illustrés », Embannadurioù L'Instant perpétuel, 2006
  • Gordon Onslow-Ford « Yves Tanguy et l'automatisme », Embannadurioù la Digitale, 1983
  • Liliane Riou « Ma vie blanche et noire, notes sur Yves Tanguy », Embannadurioù la Digitale, 1996
  • Geneviève-Morgane Tanguy « Yves Tanguy, druide surréaliste : d'Armorique en Amérique : Locronan, Woodbury », Embannadurioù Fernand Lanore, 1995
  • « Yves Tanguy : lettres de loin à Marcel Jean », Embannadurioù le Dilettante, 1993
  • Patrick Waldberg «  Tanguy, peinture » Embannadurioù l'Autre Musée, 1984
  • Patrick Waldberg « Yves Tanguy », Embannadurioù A. de Rache, 1977
  • Kay Sage « Yves Tanguy : a summary of his works", Embannadurioù Pierre Matisse Gallery, 1963
  • « Yves Tanguy, derrière la grille de ses yeux bleus », filmazoañ gant Fabrice Maze, embannet gant Seven Doc, 2007

Liammoù diavaez

kemmañ