[go: up one dir, main page]

Yann an Abostol, pe Yann an Avielour, a oa mab da Zebedea, pesketour eus lenn Tiberiad, ha breur da sant Jakez, ez eas da heul Yann-Vadezour da gentan. Deuet da vezan "an diskibl a oa karet gant Jezuz", en deus bet an aotre da lakaat e benn war beultrin e Vestr e-pad ar Goan ziwezhan, ha da vezan fiziet en e Vamm, e-tal ar Groaz. Sant Yann a zo aozer ar pevare aviel ha tri lizher kanonek. Bevañ a reas e Kêr-Efesos gant ar Werc'hez Vari, ha goude he fignadenn d'an neñv ec'h echuas e vuhez abostolek hir war Enez-Patmos, e lec'h ma tegemeras digant ar Spered Santel levr diwezhañ ar Skritur Sakr, levr Diskuliadur Sant Yann.

Sant Yann, livet gant ar Greco

Lesanvet e vez "an Teologour" gant an Ortodoksed rak kevrinusoc'h a galz eo e skridoù eget an tri aviel all, lezanvet "sinoptek".

Gouel Yann

kemmañ