Tabut
Un tabut zo un enebiezh, kreñv pe kreñvoc'h, etre daou zen, pe div gostezenn, pe muioc'h, gant komzoù feuls, tagus, ha trouz alies, taolioù a-wechoù.
Tabutoù istorel
kemmañ- Tabut ar re Gozh hag ar Re Vodern, er XVIIvet kantved e Bro-C'hall
- Tabut Hernani, en XIXvet kantved, diwar-benn pezh-c'hoari Victor Hugo : kann ha bazhadoù a oa bet.
- Tabut Barzaz Breiz, adalek amzer Fañch an Uhel betek hini Donatien Laurent ha Françoise Morvan.
- An Tabut diwar-benn Arkitektour Meur ar Bed, e-barzh ar Frañmasonerezh
- Tabut an doare-skrivañ e Breizh etre tud ar falc'huneg ha re ar peurunvan e dibenn an XXvet kantved: kunujennoù bras a oa bet ha distanet an traoù tamm-ha-tamm.
- An tabutoù diwar-benn an diforc'hañ-bugale, ar relijion ha Harry Potter, an dimezioù etre tud heñvelreizh, hag all.
Fazi
kemmañDre fazi ha diouiziegezh e vez implijet ar ger a-wechoù gant tud zo evel pa vije heñvel e ster ouzh kaozeadenn, pe kendiviz.
Skouerioù : Tabutoù Karaez
kemmañ- Kement-se a gaver splann en ur baperenn-vrudañ embannet gant Rannvro Breizh diwar-benn ar politikerezh sevenadurel e 2008, ma lenner: La région vous invite à débattre! Ho pediñ a ra ar rannvro da dabutal. Evel-just ne oa ket pedet an dud da dabutal, met da gengaozeal.
- E Saloñs al Levrioù e Karaez e 2009 e oa pedet an dud da gemer perzh en un Tabut diwar-benn al lennegezh evit ar yaouankiz. E gwirionez ne oa nemet ur gaozeadeg.
- Heñveldra e 2010 gant ur gaozeadeg all diwar-benn ar Genrouedad, lakaet adarre da dabut.
Liammoù diavaez
kemmañ- Ur skouer eus fallimplij ar ger tabut gant Ofis ar Brezhoneg : http://www.opab-oplb.org/evenement/535/113-darvoudou.htm .