[go: up one dir, main page]

Da ziwall, arabat kemmeskañ gant steredoniezh

Ar steredouriezh, pe astrologiezh, eo studi lec'hiadur ar c'horfoù-egor (ar planedennoù, eleze an droienn “lenn ar planedennoù da unan bennak”) en oabl da c'houzout al levezon o dije war buhez an dud ha war darvoudoù ar bed. “Steredour” pe “astrolog” a reer eus un den a ra war-dro ar studi-se. Diwar lec'hiadur ar c'horfoù-egor en oabl d’an eur-mañ-eur e lavar gallout gouzout peseurt temz-spered e c'hall kaout henn-ha-henn hag ivez gouzout diouzh an darvoudoù da zont.

Mozaikenn eus ar VIvet kantved e sinagogenn Beit Alpha (Israel) ma weler sinoù ar zodiak.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Gwechall-gozh ne veze ket lakaet kemm etre “steredouriezh” ha steredoniezh (pe “astronomiezh”), bremañ ez int daou zanvez disheñvel a-grenn. Ar steredoniezh a zo lakaet da vezañ un danvez skiantel-rik, hag ar “steredouriezh” a zo lakaet da vezañ ul ledskiant pe un danvez diskiantel.

Ar sinoù steredouriezh

kemmañ

E steredouriezh sevenadur broioù ar gornaoueg e ranner ar bloaz e 12 rann gevatal, ha roet da bep hini anv ar steredeg ma tremen an Heol enno hervez plan an ekliptik. Graet e vez “arouez” pe “sin” eus pep hini anezho. Setu-i:

Sin (arouez) Deiziadoù
  Tourzh (an Tourzh) eus an 21 Meurzh d'an 20 a viz Ebrel.
  Tarv (an Tarv) eus an 21 a viz Ebrel d'an 20 a viz Mae.
  Gevelled (ar C'hevelled) eus an 20 a viz Mae d'an 20 a viz Mezheven.
  Krank (ar C'hrank) eus an 21 a viz Mezheven d'an 21 a viz Gouhere.
  Leon (al Leon) eus an 22 a viz Gouhere d'an 22 a viz Eost.
  Gwerc'hez (ar Werc'hez) eus an 23 a viz Eost d'an 22 a viz Gwengolo.
  Mentell (ar Ventel pe ar Balañsoù) eus an 23 a viz Gwengolo d'an 22 a viz Here.
  Krug (ar Grug) eus an 23 a viz Here d'an 21 a viz Du.
  Saezhataer (ar Saezhataer) eus an 22 a viz Du d'an 21 a viz Kerzu.
  Gavr (ar C'havr) eus an 22 a viz Kerzu d'an 20 a viz Genver.
  Skuilher-dour (ar Skuilher-Dour) eus an 21 a viz Genver d'an 19 a viz C'hwevrer.
  Pesked (ar Pesked) eus an 20 a viz C'hwevrer d'an 20 a viz Meurzh.

Steredouriezh ar Reter

kemmañ

E steredouriezh broioù Azia ar Reter e vez kevredet bep bloaz gant ul loen a-douez daouzek ; gant eil loar nevez goude goursav-heol ar goañv,krog ar bloaz nevez.

Pep devezh (24 eurvezh) a vez rannet e 12 rann, pep rann o vezañ kevredet gant unan eus al loened ; hervez levezon al loen-se e vez termenet planedenn pep den.
Evit anaout ho loen euriek e c'hallit sellet ouzh an daolenn amañ dindan[1]

Ganedigezh e Brest
Ganedigezh e Roazhon
Eur an hañv
Eur ar goañv
Eur an hañv
Eur ar goañv
  • 01:18 - 03:17: Razh
  • 03:18 - 05:17: Bual
  • 05:18 - 07:17: Tigr
  • 07:18 - 09:17: Lapin
  • 09:18 - 11:17: Aerouant
  • 11:18 - 13:17: Naer
  • 13:18 - 15:17: Marc'h
  • 15:18 - 17:17: Gavr
  • 17:18 - 19:17: Marmouz
  • 19:18 - 21:17: Kilhog
  • 21:18 - 23:17: Ki
  • 23:18 - 01:17: Pemoc'h
  • 00:18 - 02:17: Razh
  • 02:18 - 04:17: Bual
  • 04:18 - 06:17: Tigr
  • 06:18 - 08:17: Lapin
  • 08:18 - 10:17: Aerouant
  • 10:18 - 12:17: Naer
  • 12:18 - 14:17: Marc'h
  • 14:18 - 16:17: Gavr
  • 16:18 - 18:17: Marmouz
  • 18:18 - 20:17: Kilhog
  • 20:18 - 22:17: Ki
  • 22:18 - 00:17: Pemoc'h
  • 01:06 - 03:05: Razh
  • 03:06 - 05:05: Bual
  • 05:06 - 07:05: Tigr
  • 07:06 - 09:05: Lapin
  • 09:06 - 11:05: Aerouant
  • 11:06 - 13:05: Naer
  • 13:06 - 15:05: Marc'h
  • 15:06 - 17:05: Gavr
  • 17:06 - 19:05: Marmouz
  • 19:06 - 21:05: Kilhog
  • 21:06 - 23:05: Ki
  • 23:06 - 01:05: Pemoc'h
  • 00:06 - 02:05: Razh
  • 02:06 - 04:05: Bual
  • 04:06 - 06:05: Tigr
  • 06:06 - 08:05: Lapin
  • 08:06 - 10:05: Aerouant
  • 10:06 - 12:05: Naer
  • 12:06 - 14:05: Marc'h
  • 14:06 - 16:05: Gavr
  • 16:06 - 18:05: Marmouz
  • 18:06 - 20:05: Kilhog
  • 20:06 - 00:05: Ki
  • 22:06 - 00:05: Pemoc'h

Notennoù

kemmañ