[go: up one dir, main page]

Ar Skited, ( en henc'hresianeg οἱ Σκὐθαι / hoi Skúthai) a oa anezhe ur strollad pobladoù mesaerien gantreat a oa o vevañ etre ar VIIvet hag an trede kantvet kent J.-K. e stepennoù Eurazia. Derc'hel a raent un takad ec'hon etre ar pezh a anver hiziv Ukraina hag an Altai en ur dremen dre Kazakstan. Graet e veze "Saka" eus ar pobloù-se gant ar Bersed ha "Sacae" gant ar Romaned. Meneget e oant bet evit ar wezh kentañ gant skridoù asirian adalek 641 pe 640 kent J.-K..

Krib skitat

Anavezout a raer ar sevenadur skit a-drugarez da skridoù Herodotos dreist-holl. Ur vammenn binvidik-kenañ eo met gallout a rafe lakaat unan da soñjal e oant diazezet en Europa dreist-holl. E gwirionez e oa bet ken pouezus all o levezon en Istor kreiz Azia. Evit o anavout gwelloc'h avat ne chom nemet dilerc'hioù arkeologel. Dre ma oant kantreidi n'o deus lezet ar Skited nemet bezioù ha "mein kirvi", reier engravet gant tresadennoù loened.

Hiziv e soñj ar skiantourien e komzent ur yezh indeziranek, met tud zo, er metoù broadelour turk dreist-holl a zalc'h da soñjal e komzent turkeg.

figura que retrata los arqueros escitas, probablemente hallado en Crimea
Kavalier, Pazyryk felt artifact, 300 kent J.K.
"Rouaned gant aerouanted", dizoloet e Tillia tepe.
Kurunenn roue, dizoloet e Tillia tepe.