[go: up one dir, main page]

Schwa eo anv ul lizherenn ispisial eus al lizherennoù latin ha kirillek skrivet Ə, ə. Implijet e vez gant al lizherenneg fonetikel etrebroadel evit ober diouzh ar vogalenn etre greiz.

Al lizherenn Schwa eus al lizherenneg fonetikel etrebroadel

Dont a ra hec'h anv diwar an hebraeg שְׁוָא (/ʃəˈwaʔ/, «mann ebet») ma rae dave d'an niqqud implijet evit skrivañ ar vogalen-se.

Implijet e vez evit skrivañ meur a yezh, da skouer gant al lizherenneg latin evit an azeri evit skrivañ ar vogalenn /æ/ hag gant al lizherenneg kirillek evit skrivañ ar c'hazac'heg, ar bachkireg pe an oudmourteg.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.