Pomper
Stourm ouzh an tanioù-gwall, an dourioù-beuz ha gellout reiñ sikourioù liesseurt eo micher ar bomperien. Kefridi bennañ ur pomper a zo gwareziñ an dud, ar madoù hag an endro. Ur vicher diazez eus ar surentez keodedel eo. Tud a-youl-vat eo an darn vuiañ anezho, met lod a zo ur seurt soudarded.
Daoust ma kemm kefridioù ha statudoù ar bomperien eus an eil bro d'eben ez eus diazezoù hollek:
- ar stourm a-enep d'an tan-gwall
- derc'hel ar surentez ha saveteiñ pa 'vez ur gwallzarvoud pe gwallreuz naturel
Dont a ra ar ar ger "pomper" eus ar benveg a veze implijet gant ar bomperien er penn kentañ evit lazhañ an tan, da lavaret eo ur pomp dre zorn.
Pomperien Bro-C'hall
kemmañDindan atebegezh ar c'humunioù ha kumuniezhioù kumunioù emaint, met muioc'h-muiañ a bomperien a vez gopret gant an departamantoù e Servijoù Departamant an tanioù-gwall hag ar sikourioù (Services départementaux d'incendie et de secours = SDIS). Daou rejimant al Lu gall a ra war-dro ar surentez keodedel ivez : Rejimant Pomperien Pariz hag ar Voraerion-Bomperien e Marselha.
Niver a bomperien
kemmañBro | Niver hollek | A-vicher | A-youl vat | Notenn |
---|---|---|---|---|
Alamagn | 1 383 730 | 24 000 | 1 300 000 | hag ouzhpenn : etre 30 ha 40 000 pomperien an embregerezhioù |
Aostria | 247 227 | |||
Belgia | 17 000 | 5 000 | 12 000 (70 %) | |
Danmark | 6 500 | 1 700 | 3 400 | enno 1 400 konskried ; servij kêr roet d'an embregerezh Falck e 2/3 eus ar c'humunioù |
Bro-C'hall | 236 000 | 51 200 | 198 200 (79,5 %) | e touez ar 51 200 den a-vicher : 39 200 nannsoudard ha 12 000 soudard (BSPP, BMPM, UIISC 1,5 ha 7). |
Luksembourg[1] | 9 219 | 178 | 9 041 | |
Izelvroioù | 26 512 | 4 253 | 22 259 (85 %) | |
Bro-Saoz ha Bro-Gembre | 58 000 | 35 500 | 16 500 | 15 000 den a-vicher darn-amzer ha 1 500 den a bolontez vat |
Slovenia | 60 860 | 860 | 60 000 | |
Suis | 121 200 | 1 400 | 119 400 | hag ouzhpenn : tro 400 pomper embregerezh (stadegoù 2004) |
Bro | Niver hollek | A-vicher | A-youl vat |
---|---|---|---|
Alamagn | 1 676 | 29 | 1 575 |
Aostria | 3 033 | ||
Belgia | 164 | 48 | 115 (70 %) |
Danmark | 120 | 31 | 63 |
Bro-C'hall | 382 | 65 | 317 (85 %) |
Luksembourg | 2 081 | 40 | 2 041 |
Izelvroioù | 164 | 26 | 138 (85 %) |
Bro-Saoz ha Bro-Gembre | 110 | 67 | 31 |
Slovenia | 3 043 | 43 | 3 000 |
Suis | 1 638 | 19 | 1 613 |
Kirri arouezius
kemmañLevrlennadur
kemmañ- KOSTIOU Jeremi, Ur mirdi evit istor bras paotred-an-tan, e-barzh Ya !, niv. 428, miz Eost 2013, p. 3.