[go: up one dir, main page]

Odisha pe Orisa (diwar an hindeg उड़ीसा Orisa; ଓଡ଼ିଶା Odisha en oriyeg, yezh an darn vuiañ er stad) zo unan eus stadoù Unaniezh India. En-dro dezhañ emañ Jharkhand en hanternoz, Kornôg Bengal er biz, Pleg-mor Bengal er reter, Andhra Pradesh er c'hreisteiz, ha Chhattisgarh er c'hornôg.

Odisha en India

E-keñver poblañs ez eo an unnekvet stad vrasañ en India (36,7 milion a annezidi e 2001). Bhubaneswar eo kêr-benn Odisha ; kêr vrasañ ar stad eo ivez.

Krouet e oa bet stad Orisa d’ar 1añ a viz Ebrel 1936, en amzer ma oa un drevadenn saoz eus India c'hoazh. Kresket e voe he douaroù un tamm mat pa zeuas India da vezañ dizalc'h, e 1947. Abaoe avat eo bet digresket he gorread, pa oa bet krouet stad nevez Chhattisgarh, diwar he c'houst, e 2000. Cheñchet e voe anv ofisiel ar stad eus Orisa da Odisha e 2011.

Yezh ofisiel ar stad eo an oriyeg (pe oriya), yezh an darn vrasañ eus an dud enni (82,5 %) ; bihanniveroù a gomz yezhoù all evel hindeg (2,4 %), telougoueg (1,6 %) ha yezhoù all c'hoazh (yezhoù moundek, santaleg...).

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Stadoù ha tiriadoù India
Stadoù Andhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an Unaniezh Inizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry