Mor Kreizdouar
Ul lodenn eus ar Meurvor Atlantel eo bet ar Mor Kreizdouar, met kazi kaeet eo bet gant an douaroù. En Norzh eo klozet gant Europa, er Su gant Afrika hag er Reter gant Azia. N'eo digor nemet eus tu ar c'hornaoueg gant strizh-mor Jibraltar na ra nemet 14,4 km. Gant ar vorourien e vez graet ar Mor Kreizdouar Euroafrikan pe Mor Kreizdouar Europa anezhañ evit ober ar c'hemm etrezañ hag ar morioù kreizdouar all.
Rann eus | Meurvor Norzh Atlantel, Mediterranean Sea Area |
---|---|
Diazad doureier | Mediterranean Sea drainage basin |
Daveennoù douaroniel | 38°0′0″N 17°0′0″E |
Lowest point | Calypso Deep |
A zo stok ouzh | Almanzora basin, Cordillera Penibética, Afrika an Norzh |
Darvoud-alc'hwez | Zanclean flood |
Un hent bras-kenañ evit an treuzdougerezh dre vor eo bet er Ragistor hag en Henamzer pa zeuas da vezañ anat d'ar pobloù o doa ezhomm d'ober kenwerzh ha da sevel liammoù politikel ha sevenadurel, en o zouez pobl Egiptiz kozh, pobl ar C'hresianed, pobl ar Romaned ha pobloù ar Reter, Semited (an Arabed, ar Fenikianed hag ar Yuzevien en o zouez) ha Persed.
Unan eus mammennoù pennañ sevenadur ar C'hornôg eo bet ar pezh a zo c'hoarvezet a-gozh war aodoù ar Mor Kreizdouar.
An anv
kemmañKreizdouar (kreiz + douar) a zeu eus troidigezh rik an anv-gwan latin mediterraneus, hemañ o treiñ ar gregaj mesogeios (μεσογεῖος). Bez' ez eus (bet) anvioù all :