[go: up one dir, main page]

Jean de La Fontaine

skrivagner gallek
(Adkaset eus La Fontaine)

Jean de La Fontaine, meneget alies evel Yann ar Feunteun, e brezhoneg, a oa ur skrivagner gallek eus ar XVIIvet kantved, brudet e fablennoù, savet diwar skouer re Aisopos ha Phaedrus. Skrivet en deus ivez kontadennoù ha traoù all a bep seurt.

Jean de La Fontaine, poltredet gant Hyacinthe Rigaud - 1690

E vuhez

kemmañ

Ganet e oa d'an 8 a viz Gouere 1621 e Château-Thierry, ha marvet d'an 13 a viz Ebrel 1695 e Pariz) .

Skoliata (1641-1658)

kemmañ

Studiañ a reas e kolaj Château-Thierry ha deskiñ latin, met tamm gregach ebet. En 1641 e krogas gant micher ar velegiezh, e Kenvreuriezh an Oratoer. Met adal 1642 e tilezas an hent-se ha gwelloc'h e kavas lenn L'Astrée, gant Honoré d'Urfé, ha Rabelais, kentoc'h eget Saint Augustin.

Adstagañ a reas gant studi ar gwir, ha daremprediñ barzhed yaouank, en o zouez Pellisson, François Charpentier, Tallemant des Réaux, hag Antoine Rambouillet de La Sablière, a zimezo gant ar vaouez a vo e warezourez.

Brud e Breizh

kemmañ

Brudet eo bet La Fontaine e-touez ar vrezhonegerien, ha Yann ar Feunteun a veze graet anezhañ alies zoken. Meur a zen zo bet o treiñ darn eus e oberennoù :

Levrlennadur

kemmañ

Pennad kar

kemmañ