[go: up one dir, main page]

Koper (Capodistria en italianeg) zo ur gêr eus gevred Slovenia, war aod Istria. E 2011 e oa 24 996 a dud o chom enni. Unan eus kêrioù bras ar vro eo, hag ar porzh brasañ.

Koper
kêr
Anv ofisielKoper, Capodistria Kemmañ
Anv er yezh a orinKoper, Capodistria Kemmañ
Anv annezidiKoprčan, Koprčanka Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadSlovenia Kemmañ
Kêr-benn eusCoastal-Karst Statistical Region, City Municipality of Koper Kemmañ
E tiriadCity Municipality of Koper Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel45°32′51″N 13°43′50″E Kemmañ
A zo stok ouzhMuggia, San Dorligo della Valle Kemmañ
Statud gladelmonument of local significance Kemmañ
Kod-post6000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.koper.si Kemmañ
Kod pellgomz an takad05 Kemmañ
Kod plakenn varilhKP Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Koper Kemmañ
Map

E-leizh a savadurioù a chom e kêr eus ar mare ma oa e Republik Venezia : ar "Palez Pretorian" eus ar XVvet kantved, an iliz Carmine Rotunda eus an XIIvet kantved hag iliz-veur Sant Nazer gant he zour eus ar XIVvet kantved.

Hir ha luziet eo istor Koper. Savet e voe gwechall gant Gresianed moarvat, bet e voe tro-ha-tro en Impalaeriezh roman, en Impalaeriezh Bizantion, a-raok tremen etre daouarn al Lombarded, ar Franked, Republik Venezia, an Impalaeriezh Santel Roman, Aostria. En XXvet kantved e voe en Italia, e Tiriad Dizalc'h Trieste (betek 1954), e Yougoslavia, hag e Slovenia abaoe 1991.

Koper, gwelet eus ar c'hornôg

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.