Koneg
Koneg (Quonocus e latin) zo ur sant brezhon eus ar VIvet kantved, diskibl da Baol Aorelian, ha deuet eveltañ eus Kembre moarvat. Anavezet eo ivez evel Tegoneg (Toquonocus).
Meneget eo e anv latin e Buhez Paol Aorelian skrivet gant ar manac'h Wrmonoc e Landevenneg en IXvet kantved.
Lec'hanvadurezh
kemmañE anv a gaver e meur a lec'h:
- Sant-Koneg, e Kernev-Uhel
- Plogoneg, e Kernev-Izel
- Plegeneg, e Bro-Zol
- Sant-Tegoneg, e Leon
Levrlennadur
kemmañ- Sant Paol a Leon, Minihi Levenez, 1991.