[go: up one dir, main page]

Juscelino Kubitschek


Juscelino Kubitschek de Oliveira (distagadur portugalek: [ʒuseˈlinu kubiˈtʃɛk dʒ oliˈvejɾɐ]; 12 a viz Gwengolo 190222 a viz Eost 1976), anavezet ivez dre al lizhrennoù JK, a oa un dudenn bolitikel brudet-mat ha prezidant Brazil etre 1955 ha 1961[1] E-pad e respet e oa bet roet lañs bras d'an ekonomiezh ha war an dachenn bolitikel e oa sioul an traoù.

Juscelino Kubitschek
Juscelino Kubitschek
21vet prezidant Brazil
Anv badez Juscelino Kubitschek de Oliveira
Lesanvioù E veurded Juscelino Kubitschek
Deiziad ganedigezh 12 a viz Gwengolo 1902
Lec'h ganedigezh Diamantina, Minas Gerais, Brazil
Aet da anaon 22 a viz Eost 1976 (73 vloaz)

Resende, Rio de Janeiro, Brazil

Bro Brazil
Micherioù Fizikour

Politikour

Sinadur
Skour Strollad Sokial Demokratel
Prezidanted Brazil

Eñ a zo bet enaouer mennozh savadeg ar gêrbenn nevez Brazilia.

Ur penn a oa a glaske reiñ lañs da steuñvioù war an hir dermen hag a lakae palioù uhel da dizhout evit dazont ar vro. Kubitschek a zo gwelet hiziv-an-deiz evel tad ar Brazil vodern. Hêrezh Kubitschek a zo gwelet c'hoazh evel unan a vad hag unan d'eus ar re frouezhusañ evit ar vro[2]

Delwenn Juscelino Kubitschek dirak dont-tre ar mirdi-eñvor Juscelino Kubitschek e Brazilia, Brazil. kizellet eo bet gant Honório Peçanha.

Yaouankiz

kemmañ

Juscelino Kubitschek de Oliveira a zo bet ganet en ur familh paour e Diamantina, Minas Gerais. An tad João César de Oliveira (18721905) a oa ur marc'hadour-red gant gwriziennoù a orin Polonek don. Aet e oa da anaon pa oa 10 vloaz Juscelino nemetken.

A-benn neuze e oa bet desavet gant e vamm he unan Júlia Kubitschek (18731973), ur vestrez-skol gant orinoù eus Roumania ha Republik Tchek.

Studier donezonet-mat mont a ra etrezek hent ar vedisinerrezh.

Fin e vuhez

kemmañ

Aet eo da anaon er bloavezh 1976 en ur gwallzarvoud karr-tan. Er bloavezh 2013 ur c'hevredad-enklask war torfedoù an diktatouriezh milourel a ziskler ez eo bet lazhet Juscelino Kubitschek pe dre un irienn bolitikel, pe dre un irienn liammet gant bed an arc'hant pe ur gwalldaol bolitikel kaset da benn gant an diktatour Ernesto Geisel[3],[4].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ