Julia Domna
Julia Domna (160–217), ganet e proviñs roman Syria, a oa eil pried an impalaer roman Septimius Severus, a renas eus 193 da 211.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Praenomen | talvoud ebet |
Nomen | Julia |
Deiziad ganedigezh | 2. century |
Lec'h ganedigezh | Homs |
Deiziad ar marv | 217 |
Lec'h ar marv | Antioch |
Doare mervel | Emlazh |
Lec'h douaridigezh | Castel Sant'Angelo |
Tad | Julius Bassianus |
Mamm | talvoud dianav |
Breur pe c'hoar | Julia Maesa |
Pried | Septimius Severus |
Bugel | Caracalla, Publius Septimius Geta |
Familh | Severan dynasty |
Gens | Julia gens |
Micher | prederour |
Karg | Impalaerezed Roma |
Prantad | Impalaeriezh roman uhel |
He zad a oa beleg meur an doue Elagabalus, e kêr Emesa, e Siria. Ur c'hoar henañ he doa, anvet Julia Maesa.
« Kaer, youl uhelaat enni, speredek, dieub war buhezegezh kement ha doare » a veze lavaret diwar he fenn.
Entre 185 ha 187, un diouganer a lavaras dezhi e timezje d'un den hag a vije impalaer. Kement-se a vroudas Septimius Severus, prokonsul Gallia Lugdunensis, ha jeneral al Legio IIII Scythica, d'he c'hemer da bried.
Eured
kemmañSeptimius Severus, en doa bet div verc'h gant e wreg kentañ, Paccia Marcianna, a oa intañvet pa gemeras Julia Domna da eil gwreg e 187. Daou vab o doe : Septimius Bassianus (Caracalla) ha Publius Septimius Geta.
En 193, e voe anvet Septimius Severus da impalaer gant e soudarded e Panonia, ha Julia Domna a voe anvet da Augusta, ha skoet he dremm war pezhioù moneiz.
Savet e voe da Augusta, impalaerez, ha lesanvet Demeter Nevez, Hera Romania, Virgo Caelestis. Dre ma heulie he fried e kement lec'h ma yae hennezh e veze lesanvet Mater castrorum, da lavarout eo "Mamm ar c'hamp".
Intañvez
kemmañGoude marv he fried e 211 e savas a-enep rannañ an impalaeriezh etre he daou vab, Geta ha Caracalla, hag e renas ganto. Gwashaat a reas an darempredoù etre an daou vreur. Soudarded Caracalla a lazhas e vreur etre divvrec'h e vamm. Julia a gendalc'has da ren gant he mab Caracalla. Evel en amzer he fried Septime Sévère ez eas Julia Domna da-heul troioù-brezel he mab da Germania, Azia, egipt, Siria. Kaozioù a veze diwar-benn ar c'houblad, ha gant barzhed Alexandria e veze graet ur Jocaste anezhi, diwar batrom mamm Œdipos .
E 217 e voe muntret Caracalla gant Macrinus e Partia, hag harluet e voe Julia Domna da Emesa, he bro c'henidik. Eno e varvas diwar krign-bev ar vronn, glac'haret ha marnaoniet[1]. Krediñ a reer en em lazhas pa glevas e oa bet drouklazhet Caracalla.
Goude he marv
kemmañHe c'hoar henañ Julia Maesa a gemeras ar galloud bloaz goude he marv[2],[3]. Korf Julia Domna a voe kaset da Roma ha lakaet er Sepulcrum C. et L. Caesaris (marteze ur pezh eus Mausoleon Augustus). Diwezhatoc'h avat e voe lakaet he relegoù, ha re he mab Geta, gant Julia Maesan, e Mausoleon Hadrian[4].
He buhezegezh
kemmañHervez Herodianus hag Aurelius Victor he devoa bet aferioù
gant he mab Caracalla.
En em ziskouez a reas noazh dirak Commodus, oc'h ober van. Hemañ da lavarout ː « Plijout a rafe din kemer, mar bijen aotreet da ober. »
-
Diner Julia Domna
-
Caracalla ha Julia Domna
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains – 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 2009 (ISBN 978-2-87772-390-9)
- ↑ Salisbury, Joyce E. (2001). Encyclopedia of Women in the Ancient World. ABC-CLIO. 183 p. ISBN 9781576070925.
- ↑ Burns, Jasper (2006). Great Women of Imperial Rome: Mothers and Wives of the Caesars. Routledge. 209 p. ISBN 9781134131853.
- ↑ Cassius Dio — Epitome of Book 79.