[go: up one dir, main page]

Jamaika (e brezhoneg; Jamaica anv ofisiel ar vro) zo un enezenn hag ur stad er Mor Karib, 234 km hed ha 80 km ledander dezhi, 145 km er Su da Guba.

Jamaica
Commonwealth of Jamaica
Jamaika – Kenglad Jamaika
Banniel Ardamezioù
Kanoù broadel
Jamaica, Land We Love

God Save the Queen
Sturienn vroadel
Out of Many, One People
("Diwar Galz, Ur Bobl")


Jamaika er mor Karib
Yezh ofisiel Saozneg
Kêr-benn Kingston
Rouanez Elesbed II
Gouarnour Meur Patrick Allen
Kentañ Ministr Andrew Holness
Gwerzhid-eur UTC - 5
Moneiz Dollar Jamaika

Dont a ra hec'h anv eus ur ger eus ar yezh arawak, Xaymaca, hag a dalv kement ha "Bro koad ha dour" pe "Bro an eienennoù". Bet eo anvet Santiago pa oa dalc'het gant Spagn, a-raok ma voe diframmet an enez diganti gant ar Saozon.

Kingston eo ar gêr-benn anezhi.

 
Kartenn Jamaika

Ar parrezioù

kemmañ

Rannet eo ar vro e 14 parrez.



Poblet e oa an enezenn er mare rakkolombian gant indianed Arawaks Taïnos, goude degouezh Christophe Colomb en 1494 e tremenas dindan ar gallout spagnol. Mervel a rejont diwar kleñvejoù red, hag e voe degaset di sklaved afrikan. Anveet « santiago », dalc’het gant ar spagnoliz e voe betek 1655, pa voe aloubet gant bro saoz , neuze e voe adanvet « Jamaika ».   Mammenn sukr brasañ ar bed e oa, gant ar sklaved o labourat er plantadegoù. Ar saozon o doa implijet a-bep seurt labourerien reoù deus afrika, chinais hag indianed zoken adalek ar bloavezh 1840. Dizalc’h e voe an enezenn diouzh ar Rouantelezh-Unanet d’ar 6 a viz Eost 1962. Skignet eo bet ar sevenadur Jamaikan er bed a-bezh, gant Bob Marley. Skediñ a ra ivez gant berzh ar sport hag an atleterezh, gant kampioned evel Usain Bolt ha Shelly-Ann Fraser-Pryce.


Torosennadur

Mein-raz a ya d’ober div drederenn an enezenn.

Un arridennat menezioù anveet ar Blue Mountains zo e kreiz an enezenn, gant takadoù plaen a-walc’h war an arvor. E-se emañ lodenn vrasañ an annezioù war an arvor.

Beg ar Blue Montain zo da 2 256 m uhelder, uhellañ begenn takad an Antilles eo. Pa seller a dost ouzh ar gartenn e weler mat emañ lodenn vrasañ an enez etre 500 m, ha 1000 m uhelder.


Hin

Trovanel eo hin Jamaika, gant amzer tomm ha mouest, daoust d’an douaroù kaout un hin gerreizh.

Dizingal e kouez ar glaveier, kaouadoù glav a zeu kentoc’h deus ar biz, stankoc’h deus miz Even da Gerzu. Siklonoù trovanel a dremen war an enezenn er prantad dibenn an hañv ha deroù diskaramzer.


Treuzdougen

3 aerborzh etrevroadel zo. Norman-Manley e Kingston, hini Ian Fleming e Ocho Rios, de Donald-Sangster e Montego Bay ; ha nijva Negril.

Istor an enezenn

Erruet e vije ar bobl Arawak tro ar bloaz 1000, diouzh Amerika ar Su. Bevañ a raent diwar mais, maniok, butun, gwrizioù, ar pesketa, chaseal gant ar wareg.

Christophe Colomb a zegouezhas e 1494, hag en em ziazezas da gentañ e “Sevilla la Nueva” e norzh an enez. Goude-se e kavjont gwell kuitaat Sevilla a gavent re ziaes bevañ eta, ha setu int d’en em staliañ war ar plaenennoù pinvidikoc’h ha strujusoc’h er Su. Savet e voe neuze « Santiago de la Vega » (Spanish Town bremañ). An dañvez sklaved kentañ voe an Arawaks, a voe peurlazhet e dibenn ar 16 vet kantved gant kleñvejoù-red.


Tapet e voe an enez gant an amiral William Penn hag ar general Robert Venables d’ar 27 a viz Mae 1655, Jamaika a zeuas da vezañ un drevadenn saoz e 1670. Etretant o doa kuitaet ar spagnoliz an enez, evit mont da Gouba. E-kerzh aloubadeg ar Saozon, e tec’has kuit strolladoù sklaved afrikan diouzh ar plantadegoù hag en em gavout e-kreiz an enez war an uhelderioù. Adpaket e voent evit ul lod gant ar Saozon ha kaset kuit d’ar broviñs kanadian Nouvelle-Écosse. Ur wagennad divroidi gall a zegouezhas, hag int staliet e Sant Andrew. Diwar-se ez eus bet chomet anvioù gall el lec’hanvadurezh : Bouin, Roche, Sablé, Clisson, Mainet, Jarries, Tranchant, Faucourt, Lemoque.

Goude Saint-Domingue, e oa an eil lec’h evit produiñ sukr dre ar bed.

Ugent vloaz goude ma oa bet tapet an enez digant ar spagnoled, e teuas Jamaika da vezañ ur blakenn-kejañ evit kenwerzh ar sklaved. Naturalized e voe an huguenoted c’hall e 1681 gant roue Bro-Saoz.

Ouzhpenn un hanter Million a sklaved afrikan a voe dilestret en enezenn etre 1701 ha 1807. 300 000 sklav a oa e dibenn an 18vet kantved. Ur c’henefeder 20 den du evit 1 gwenn.

Barradoù emsavadegoù a c’hoarvezas. Kalz a boan o doe ar Saozon evit redek war-lerc’h ar Maroons, « negred gell », deuet a-benn da dec’hout kuit.

Sam Sharpe, a voe e penn un emsavadeg a darzhas e gwalarn an enez e 1831. E 1834 e veze komzet eus an abolition gant tudjentil zo e Londrez, adaozet gwirioù ar sklaved ha re o ferc’henned, evit al labour. Un digoll voe roet da berc’henned ar sklavet. An sklaved-dieubet a yeas kuit diouzh ar plantadegoù evit en em staliañ war douaroù digenvez e diabarzh ar vro. Daoust da-se e kendalc’has an ekonomiezh da dreiñ gant ar sklavelezh, renet gant ar re wenn, gant bommoù emsavadegoù gwech dre vare.


Daou bennsturier a voe d’ar stourm broadelour jamaikan, Alexander Bustamante (1884-1977) ha Norman Manley (1893-1969). Keneiled e voent da gentañ, hag enebourien politikel da c’houde. Kentañ ministr e voe Manley e 1955 hag e oa a-du gant Unvaniezh ar C’haraib saozneger. Dizalc’h voe Jamaika e 1962, e-barzh framm ar C’hommonwealth, d’ar 6 a viz Eost 1962.

Goude an dizalc’houriezh, eo Bustamante a oa er galloud. Gantañ voe kaset da benn ar steuñv diorren an industriezh ar vro, a-benn dizarbenn ar baourentez. Diskennet voe feur marvelezh ar vugale e dibenn ar bloavezhioù 1960, koulz hag ar feur analfabetizadur. Kreskiñ a rae tamm-ha-tamm ar spi bevañ.

Cornwall County Capital km2 Middlesex County Capital km2 Surrey County Capital km2
1 Hanover Lucea   450 6 Clarendon May Pen 1,196 11 Kingston Kingston 25
2 Saint Elizabeth Black River 1,212 7 Manchester Mandeville    830 12 Portland Port Antonio 814
3 Saint James Montego Bay   595 8 Saint Ann St. Ann's Bay 1,213 13 Saint Andrew Half Way Tree 453
4 Trelawny Falmouth   875 9 Saint Catherine Spanish Town 1,192 14 Saint Thomas Morant Bay 743
5 Westmoreland Savanna-la-Mar   807 10 Saint Mary Port Maria    611

Sevenadur

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.