Italianeg
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An italianeg a zo ur yezh renket e-touez ar yezhoù romanek, ar re-mañ e familh ar yezhoù indez-europek. Meur a rannyezh (ha sokiolektenn) italek-romanek a vez kavet. En Italia hag e Suis (kanton Ticino) e vez komzet hag e kumuniezhoù an Italianed divroet er bed a-bezh.
Italianeg (italiano) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Italia, Suis, San Marino, Slovenia, Kroatia, Frañs, Keoded ar Vatikan, Malta, Arc'hantina, Brazil, Uruguay, Libia, Somalia, Stadoù Unanet Amerika |
Rannved : | Europa, Afrika, Amerika |
Komzet gant : | 70 000 000 |
Renkadur : | 19-20 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Italia, Suis, San Marino, Slovenia, Kroatia, Keoded ar Vatikan, Somalia, Unaniezh Europa |
Akademiezh : | Accademia della Crusca |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | it |
ISO 639-2 | ita |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ITA |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskana. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh.
E toskaneg eo bet skrivet levrioù Dante Alighieri, Petrarca ha Boccaccio a vez sellet outo evel an tri skrivagner italianek brasañ[1].
Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez.
Italianeg ha brezhoneg
kemmañGerioù brezhonek a orin italianek (geriadur An Here)
kemmañDeuet ez eus un nebeud gerioù italianek e brezhoneg, dre hanterouriezh ar galleg peurvuiañ.
- mandolinenn (It: mandolino)
- piano (It: piano)
- pizza (It: pizza)
- spaghetti (It: spaghetti)
Geriadurioù
kemmañ- Geriadurig brezhoneg/italianeg, Yoran Embanner
Oberennoù italianek bet troet e brezhoneg
kemmañ- LearnItaliano.net
- Boccaccio, G., Ar marvailher italiat, troet gant Alan Brenn, Emb. Gwalarn, 1931
- Dante, An Divina Commedia, troet gant Pêr Bourdellez, Imbourc'h, 1977
- Manzoni A., Danvez Priedoù troet gant Pêr Bourdellez, Mouladurioù Hor Yezh, 1986
- Silvestri, B., Avel-draezh, troet gant Aline Gleoneg, Ti embann Al Lanv, 2003
Notennoù
kemmañ- Serianni, Luca (2000). Italiano (in it). Milan : Garzanti.
- Berloco, Fabrizio (2018). The Big Book of Italian Verbs: 900 Fully Conjugated Verbs in All Tenses. With IPA Transcription, 2nd Edition (in en). Lengu. ISBN 978-8894034813.
- Ar re vouzar a ra gant Yezh ar sinoù italianek.