[go: up one dir, main page]

Hebreed

(Adkaset eus Hebre)

An Hebreed[1] zo ur bobl semitek| eus ar Reter Nesañ.

Ar pep heverkañ en istor an Hebreed eo al levr meur a zo bet skrivet a rummad da rummad da gontañ istor o fobl hag o darempredoù gant doue Abraham ; ar Bibl eo al levr-se, diwar ar gresianeg τὰ βιβλία tà biblía "al levrioù". Bibl ar yuzevien (pe an Hebreed), anvet "תנ״ך" (Tanac'h) en hebraeg, eo an Testamant Kozh evit ar Gristenien.
Hervez al levr-se ez eas Abraham kuit eus Hur (en Irak bremañ) da vont da Genaan.
Abraham eo an den kentañ, hervez an Testamant Kozh, hag a zistaolas al liesdoueegezh : krediñ a reas en un doue unan. Sellet e vez evel diazezer an undoueegezh hag evel hendad ar yuzevien, ar gristenien hag ar vuzulmaned.

Izaag, mab Abraham, en devoe daou vab : Esau, hendad an Arabed, ha Jakob, lesanvet "Israel", hendad an Hebreed.

Daouzek mab en devoe Jakob, a yeas d'ober "daouzek meuriad Israel".

Divroañ a reas mibien Jakob da Egipt abalamour d'un naonegezh vras a oa deuet war ar vro. Liesaat a rejont a rummad da rummad betek bezañ "pobl Israel".
Moizez, ur profed hervez an Hebreed hag ar gristenien, a gemeras penn an Hebreed d'o lakaat da zistreiñ da Genaan.

Diazezañ a reas an Hebreed ur rouantelezh e Kenaan, gant ar roue Salomon a savas Templ Bras Jeruzalem, hag e vab David, a vez lakaet war e gont un darn vras eus Levr ar Salmoù.

Un istor trubuilhet-bras eo hini an Hebreed. Alies o deus ranket divroañ :

  • da Egipt da heul naonegezh ;
  • da Genaan da dec'hout diouzh gwaskerezh Egiptiz ;
  • da Vabilon evel sklaved ar Bersed (diskar kentañ an Templ) ;
  • da heul eil diskar gant ar Romaned e 70 goude Jezuz-Krist ;
  • da heul pogromoù a veze sevenet a-enep dezho er broioù ma oant divroet ;
  • gant ar "shoah" e-pad an Eil Brezel-bed.

Neuze e voe addiazezet ganto o broad e Kenaan goude an Eil Brezel-bed : Stad Israel eo.

Notennoù

kemmañ
  1. Ger meneget e Geriadur Gregor, 1732 ; Hebreiz e Geriadur Ménard, 2012 hag e Geriadur Al Liamm, 2014.