[go: up one dir, main page]

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un emvuhezskrid a zo ur skrid ma talc'h un den sevel ennañ un dibunadur eus ul lodenn eus e vuhez. A-wechoù e c'houlenn harp un den all ma n'eo ket asur war e stil pe e varregezh war ar skritur. Pa vez buhezskridoù a zo skrivet gant un den diwar-benn un all, an emvuhezskrid evel ma weler diouzh e gerdarzh (em + v/buhez + skrid) a dalvez evit ur buhezskrid savet gant un den diwar e benn dezhañ. Setu perak e rummataer an emvuhezskridoù dindan rummad lennegel ar buhezskridoù.

Meur a zoare danevelliñ e vuhez a c'hell bezañ hervez ar palioù a glask tizhout ar skrivagner hag e vezont meur a hini anezho asamblez peurvuiañ. Reiñ lufr d'e obererezhioù pe en em wennañ pe klask bezañ didamallet a zo palioù kavet stank en emvuhezskridoù koshañ.
Confessionnes Sant Eosten, eskop Hippona er IIIe kantved a zo o fal, koulz ha didamallañ ha klask prouiñ e c'hell un den diroll mont da du ar relijion kristen.
Emvuhezskridoù modern (Kofessionoù Jean-Jacques Rousseau da skouer) a endalc'h an imbroud-spered asamblez gant dibunañ poentoù pennañ e vuhez ha klask ar rebechoù ha ar burutelladennoù graet dezhañ ive.
Ret eo menegiñ e vez kalz a emvuhezskridoù diazezet war eñvor ar skrivagner ha eñvorennoù a zo an titl a vez implijet kalz e brezhoneg.
E yezhoù all e vez graet un diforc'h etre un emvuhezskrid hag un skrid diwar ar memor (mémoires e galleg ha memoirs e saozneg) pa vez an eil seurt techet da displegañ dre ar munut trivliadoù ha savboentoù ar skrivagner. Meur a bolitikour en deus kavet mat sevel levrioù hir eus ar seurt-se. (Paul de Gondi, kardinal Raez, ha Louis de Saint-Simon er XVIIvet kantved). Er XVIIIvet kantved e teuas er-maez skrid memorioù disanv a rae van bezañ bet skrivet gant likaourien, tudjentil pe gisti, hervez kont. Hag int o deus graet ur berz bras e-doug ur mare ma troe speredoù zo pell eus ar doareoù ober kozh.

Emvuhezskridoù a-vremañ

kemmañ

Goude 1970 eo bet embannaet meur a emvuhezskridoù savet diouzh buhez an esparadennoù, ar bolitikourien pe tud deuet da vezañ illur ur frapad amzer. muioc'h-muiañ a dud o deus klasket sevel o emvuhezskridoù evit o lakaat da vezañ embannet. Skrivagnerien ar bennik a c'hell sevel emvuhezskridoù diwar enrolladennoù an dud ha gwechoù zo e anzav tud brudet n'o deus ket bet amzer adlenn an oberenn voulet.
Erfin e weler bremañ buhezskridoù a zo stumm ar romant dezhañ ken ne c'heller ket dilenn sklaer ar pezh a zo aparchant d'an emvuhezskriver hag ar pezh n'eo ket. Emvuhez-ha-faltaziskridoù a c'hell bezañ graet anezho.

Emvuhezskridoù brezhonek

kemmañ

Un nebeud levrioù emvuhezskrid a zo bet embannet e brezhoneg. Gant Hor Yezh, Al Liamm (embannadurioù), Imbourc'h (embannadurioù) ha Brud Nevez eo bet produet ar muiañ. Fonnusoc'h eo ar pennadoù embannet er c'helaouennoù (Gwalarn, Al Liamm, Hor Yezh, Brud Nevez, Imbourc'h). Sellet ouzh Roll an emvuhezskridoù savet e brezhoneg.

Sellet ivez

kemmañ