Emgann Winvaed
Emgann Winvaed a enebas, d'an 21 a viz du 654 pe 655 roue Bernikia Oswiu ouzh Penda Mercia ha e gevridi. Faezhet e voe tud Mercia ha lazhet e voe o roue.
Emgann Winvaed | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Bernikia | Mercia | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Oswiu Bernikia | Penda Mercia † | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav | Dianav |
Istor
kemmañDaoust dezhañ bezañ an emgann pouezusañ etre an div rouantelezh angl-ha-saoz pennañ e Preden, ne ouzer ket kalz traoù a-zivout emgann Winvaed. Gouzout a reer e stourmas an daou lu war ribl ur stêr met n'ouzomp ket en un doare resis pe stêr e oa. Un adstêr eus an Humber e oa moarvat ha posupl eo e oa ar stêr Cock Beck, war dachenn rouantelezh kozh Elmet pe ar stêr Went e-kichen Doncaster.
Er vestroni gounezet gant Penda Mercia war ar rouantelezhioù arall - ha dreist holl Rouantelezh Northumbria a oa ar rouantelezh pouezusañ gwechall. Kevreet gant Cadwallon ap Cadfan, roue Gwynedd en doa faezhet ha lazhet Edwin Northumbria en Emgann Hatfield Chase e 633 hag Oswald Northumbria en Emgann Maserfield e 642. Goude emgann Maserfield e oa aet Northumbria d'ur gwaz Mercia ha e chomas hec'h isrouantelezh Deira ur c'hevread da Vercia e-pad brezel 655