[go: up one dir, main page]

Emgann Ballon a c'hoarvezas d'an 22 a viz Du 845 etre armeoù ar Vretoned, gant Nevenoe en o fenn, hag armeoù ar Franked renet gant Karl Voal. Eus tu ar Vretoned e oa e-tro 1000 soudard, eus an tu all ar Franked hag a oa e-tro 3000.

Emgann Ballon

Emgann Ballon, engravadur gant Jeanne Malivel, evit al levr Histoire de notre Bretagne
Maread 22 a viz Du 845
Lec'h Baen-Ballon Breizh
Disoc'h Trec'h peurglok Nevenoe
Emgannerien
Dugelezh Breizh
Karl Voal
Pennoù-brezel
Nevenoe
Karl Voal
Niver a emgannerien
1000 soudard3000 soudard
Kolloù
Dianav (izel)Dianav (uhel)

Pilet-krenn e voe ar Franked en emgann-se, faezhet dreist-holl gant barregezh ha troioù-brezel marc’heien Nevenoe.

N’ouzer ket re vat pelec’h emañ Ballon. Hervez an testenioù emañ un tu bennak e-barzh ur vro c’heuniek, e-kichen Redon. Soñjal a ra d’an istorourien e c’hallje bezañ en Baen-Ballon, el lec’h anvet La Bataille.

A-drugarez da varc'hegerezh skañv ha da waregerezh war varc'h e voe trec'h lu Breizh. Ouzhpenn da-se e voe lakaet diaes an arme c'hall, rak e voen tapet er pri pa oa ar vretoned o arsellat anezho gant birroù ha goafoù.

Armeoù

kemmañ

A vras e vez soñjet e oa 1000 breton o stourm a-enep 3000 frank. Karl Voal a oa bet berr gant soudarded rak ne oa ket entanet gant an dagadenn.

Disoc'h

kemmañ

Ur wech echuet an emgann drastus e oa bet ur flaskwirionez a embanne e oa marvet roue ar Franked. Charlez en em ziskouezas er Maine. Eno e adsav ul lu met ret eo dezhañ gortoz goude Kuzuliadeg-veur Épernay evit distreiñ war-zu Breizh e fin an hañv 846. Rediet eo sinañ un emglev o c'houlenn ul le gant Nevenoe. Siwazh ne ouier netra resis a-fed an emglev.

 
Nevenoe tad ar vro.

En desped d'un aergelc'h Brezel Yen hag a bad memes gant ergerzadennoù breton renet gant un den anvet Mangil er Bessin da Nedeleg memes bloavezh, an emglev a bad betek ar bloavezh 849.

An emgann-se, memes ma oa bet un trec'h anat d'ar vretoned a oa chomet unan vihan. Buan e oa deuet a-benn Charlez Voal da adsevel ul lu, en desped d'ar c'holloù uhel ha d'ar stokadenn bolitikel ne oa ket mac'hagnet galloud ar Franked. An emgann veur a vo hini Emgann Jengland-Beslé, etre Erispoe, mab ha kendalc'her Nevenoe, a-enep Karl Voal e 851.

Ar fazi a oa bet kroget gant A. de La Borderie en e levr brudet Histoire de la Bretagne. Kendalc'het eo bet abaoe gant kemmeskañ an emgannoù a-fed hêrezh politikel.

Emgann Ballon a chom gwelet abaoe evel an hini a roas Breizh unanet ha dishual, gant ur roue nemetken, Nevenoe.

C'hoant emledañ Breizh Nevenoe, en ur aloubiñ Marzoù Breizh kozh a vo kendalc'het gant ar vab Erispoe hag a teuio a-benn da azasat harzoù ar rouantelezh Breton.

Pennadoù kar

kemmañ