Divi Kervella
Divi Kervella, Divy Kervella e marilh ar boblañs[1] (21 a viz C'hwevrer 1957 – 28 a viz Kerzu 2017) a oa ur yezhoniour, ur geriadurour hag un troour brezhonek. Maketennour, da lavarout eo prientiñ levrioù evit an embann, e oa e vicher.
Disteroc'h e vije bet an embann brezhonek hep labour didrouz Divi Kervella.
Buhez
kemmañE 1957 e voe ganet Divi Kervella e-kichen Pariz, da Ivetig an Dred-Kervella ha Frañsez Kervella. Breur eo da Erwan Kervella, Riwanon Kervella hag Annaig Kervella.
E 1959 e tistroas an tiegezh da Vreizh, e Treger, ma voe desavet an holl vugale e brezhoneg.
E Lannuon e voe skoliataet Divi betek ar c'hlas termen, hag ur wech tapet ar vachelouriezh gantañ ez eas da Roazhon d'ober studioù war ar gwir. Paouez a reas gante a-raok ar fin, ha goude-se e tremenas un aotreegezh war ar brezhoneg.
Gant Divi Kervella e voe troet ar bannoù-treset Troioù-kaer Tintin e brezhoneg evit an ti-embann An Here.
Evit Al Liamm e labouras war daouzekvet embannadur Geriadur Hemon-Huon (2014).
Bet eo Divi Kervella prezidant Bodad ardamezouriezh Breizh ha prezidant ar gevredigezh Bannieloù Breizh.
Diwar skouer e dud, a labouras a-hed o buhez evit difenn ar brezhoneg hag e gas war-raok, e ouestlas Divi Kervella e vuhez d'ar yezh.
Er gelaouenn Wanig ha Wenig e voe embannet ar skridoù kentañ bet sinet gantañ ; diwezhatoc'h, p'edo o studiañ e Skol-veur Roazhon 2, e skrivas evit ar gelaouennig vrezhonek Yod-Kerc'h, ma kenlaboure e vreur Erwan ivez.
Goude e studioù ez eas da vaketenner evit an embann brezhonek, dre hanterouriezh Kuzul ar Brezhoneg ; ouzhpenn bizskrivañ ha pajennaozañ evit an embann brezhonek e tifazie ar skridoù alies. Kement a labour en deveze ma n'en devoe biskoazh amzer da lakaat e vennozhioù war baper.
Kenlabourat a reas evelato gant an ti-embann An Here : evit Cholori, ur gelaouenn evit ar vugale, e tresas hag e savas istorioù ; evit Talabao, kazetenn vrezhonek ar grennarded, e savas pennadoù skiantel — gant Alan Dipode e veze maketennet an div gelaouenn gant an dorn betek ma voe graet al labour gant Divi Kervella hag e veziant pajennaozañ.
Evit An Here ivez e troas 19 albom Troioù-kaer Tintin.
E 2005 ez adskrivas an hentenn Assimil da zeskiñ brezhonek, a oa bet savet gant Fañch Morvannou.
Oberennoù
kemmañ- Skridoù, bannoù-treset ha tresadennoù e meur a gazetenn evit ar vugale pe ar grennarded : Wanig ha Wenig, Cholori, Talabao en o zouez.
- Pennadoù evit kelaouennoù : Al Lanv, Yod-Kerc'h hag Hor Yezh.
- Ur sell war-dreñv : bloavezhioù 1984da1998, gantCorinne Ar Mero, TES, 1998 (ISBN 978-2-9129-0505-5)
- Emblèmes & Symboles des Bretons & des Celtes, Coop Breizh, 2000 (ISBN 978-2-8434-6044-9) ; adembannet e 2016 (ISBN 978-2-8434-6817-9)
- Geriaoueg luc'hajoù ar brezhoneg, An Alarc'h, 2003 (ISBN 978-2-9520-2382-4))
- Geriadur-chakod/Dico de poche, gant Treveur Lezernan ha Marion Gwazhampig, Yoran Embanner, 2006 (ISBN 978-2-9148-5521-1)
- Petit guide des noms de lieux bretons, Coop Breizh, 2007 (ISBN 978-2-8434-6302-0)
- Guide des drapeaux bretons et celtes, gant Mikael Bodlore-Penlaez, Yoran Embanner, 2008 (ISBN 978-2-9165-7912-2)
- Atlas de Bretagne/Atlas Breizh, gant Mikael Bodlore-Penlaez ha Frédéric Le Mouillour, Coop Breizh, 2011 (ISBN 978-2-8434-6495-9)
- Atlas des mondes celtiques/Atlas ar bed ketiek, gant Mikael Bodlore-Penlaez hag Erwan Chartier, Coop Breizh, 2014 (ISBN 978-2-8434-6693-9)
- Le breton/brezhoneg, Assimil, 2014 (ISBN 978-2-7005-0608-2) ; adembannet e 2016 (ISBN 978-2-7005-0723-2))
- Légendaire celtique, gant Erwan Seure-Le Bihan, Coop Breizh, 2015 (ISBN 978-2-8434-6772-1)
- Troidigezhioù
- Breizh – Karregadoù ha maenadoù kaer, Yann Lukas, Joël Rolet & B. Y. Leglatin, An Here, 2001 (ISBN 978-2-86843-233-6)
- Astérix hag an distro, René Goscinny & Albert Uderzo — Albert René, 2004 (ISBN 978-2-8649-7164-1)
- Ar c'hazh e Breizh, Philippe Geluck & Serge Dehaes — Casterman, 2006 (ISBN 978-2-2033-4092-3)
- Nikolazig e brezhoneg, René Goscinny & Jean-Jacques Sempé, IMAV Éditions, 2013 (ISBN 978-2-3659-0085-0)
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Divi gKervella eo ar stumm a veze implijet gantañ da sinañ e labourioù.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |