Bosenn
Pa reer anv eus ar ger bosenn war ar pemdez e c'hall bezañ meur a dra:
- N'eus forzh peseurt kleñved-red, evel an tifuz pe ar c'holera.
- Peurliesañ avat e reer anv eus ar vosenn, ur c'hleñved kontammus hag en deus c'hwennet poblañs Europa er grennamzer ma veze graet ar "Vosenn Zu" anezhañ. Ar vosenn werblus zo ur stumm eus ar c'hleñved-se.
- A-wechoùigoù e vez graet ur vosenn eus ar vloñsadenn a vez ouzh an tal war-lerc'h ur stroñs bennak, met ur bos a vez lavaret kentoc'h, hag a ranker disheñvelout ouzh an tort a weler war gein an dud tort.
- Bosenn a zo ivez anv ur gumun e departamant an Il-ha-Gwilen.