Blavezh
Unan eus stêrioù pennañ Breizh eo ar Blavezh. Tost d'an harzoù etre Kerne ha Treger, e Boulvriag emañ hec'h andon. Skeiñ a ra war-du lenn ar Blavezh e Bulad-Pestivien hag etre Gwareg ha Pondi e furm un darn eus ar Ganol eus Naoned da Vrest, ha war-lerc'h Pondi e tilez ar ganol.
Blavezh
| |
---|---|
Ar Blavezh e Pondivi | |
Statud | stêr |
Hirder | 151 km |
Uhelder an eienenn | ? m |
Kas keitat | ? m³/s |
Gorread an diazad | ? km² |
Bro(ioù) douret | Breizh |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Lannarstêr Meurvor Atlantel |
Ledander er genoù | ? |
Andon | Boulvriag, er menezioù etre Kerne ha Treger |
Adstêrioù | Daoulaz, Sulon, Faoudell, Sar, Brandifoud, Dore, Poullank, Evel, Skorf, Ter |
Etre Gwareg ha Pondi ivez e kresk ar Blavezh da furmiñ Lenn Gwerledan, ul lenn artifisiel savet e 1930 evit produiñ tredan. Abalamour da stankell Gwerledan, n'eus ket mui a vageerezh war ar ganol.
Bageal a c'haller war ar Blavezh etre Pondi hag ar mor avat. E Lannarstêr e vesk e zour gant hini ar Skorf.
Orin an anv
kemmañHervez Léon Fleuriot e teufe eus ur ger rakkeltiek blau- = glaz hag e talvezfe evit geuniek rak e Dornskrid Leiden e weler an henvrezhoneg blavati spisc'heriet evet latin paludati.
Adstêrioù
kemmañSkeudennoù
kemmañ-
Ar Blavezh en Henbont
-
Bered ar bigi war ribl ar Blavezh e Lannarstêr
-
Ar Blavezh e Lannarstêr