[go: up one dir, main page]

Ur ger liessteriek eo bann hag a c’hell bezañ implijet evit traou fetiș ha difetis.

Ar meneg kentañ zo bet kavet en ur spisc’heriad en ur dornskrid war-dro 1501[1].

E 1716, Loeiz Pelleter a ziskouezas an adanv ban evit an ed korzennet.

Dre vras e c’hell bann talvezout d'un draezenn hir ha moan, fetis pe difetis, ha da draoù goubar ivez. Ar verb bannañ zo kevatal d'ar verb teurel/teuler.

Gounezerezh

kemmañ

Gwezhall : lodenn feskennoù ed a veze ledet war al leur-dornañ.

Melestradurezh

kemmañ

Traezennoù fetis hir ha moan

kemmañ
  • Pevar bann a ya d’ober ur groaz. Liester : Bannoù a ya d’ober un ardivink, stumm ar groaz dezhañ, a zo staget d’ar vilin-avel ken e dap gremm an avel
  • Garid diri
  • Pezhioù dir hir-tre, lakaet kenstur evit sevel roudennoù an hentoù-houarn
  • Pezhioù hir, plat ha moan e koad, metal, hag all, a zo parzhioù an dra : ostilhoù (bann-dor, bann-skeul, bannoù ar gloued…)
  • Lizherennoù : skourrig a-serc’h : bannoù al lizherenn U

== Traezennoù difetis hir ha moan

  • Er sinema, ar c’hleweled, an urzhiataerezh : ar pezh a vez gwelet pe vuzuliet evel ur vandenn
  • * Bann drafet
  • * Bann tredanel,magnetek, … Arhent
  • Rannouig etre linennoù pe varzhioù a-serc’h war ur bajenn
  • * an daolenn a zo gant rezoù ha bannoù
  • * Testennoù ar mareadegoù a vez dispaket e bannoù
  • Gouloù
  • * Gouloù strishaet o astenn (dre unn toull, da skouer) : bannoù an heol,sellouzhbann

Troioù-lavar

kemmañ
  • Er vann : Uhel etrezek an oabl
  • Chom er vann : chom a-sav evit un obererezh

Gerioù deveret

kemmañ
  • Bannañ : teurel pe lakaat da vont pelloc'h un draezenn
  • Bannadell  : obererezh bannañ 
  • Banner : a zo e perzh pe e labour teurel traezennoù er vann
  • Banner : ardivink da vannañ traou goulaouet. Sell ouzh Banner (ardivink)
  • Bannerez : arm a-wezhall da deurel mein
  •  Bannerezh : obererezh bannañ
  • Bannhent pe hent-bann[2] : hent difetis ma tremen un dra o nijal ganti 
  • Bannikat :Teurel traezennoù tro-ha-tro ken nec'houezont ket war an douar; ger deveret : banniker
  • Banniñ :Lakaet da vezañ gouezet ez-publik
  • Bannlec'hed :
  • Bannlev [3] : Takadoù annezet tro-dro d'ur ger
  • Bannoù-treset : 
  • Bannouriezh :
  • Bannwel : takad eus an oabl a-sonn d'un den hag en un doare skientelañ uhelañ poent teorikel a-serc'h d'ur poent a-is (zenith) ; banwel-noz (gwenedeg) : serr-noz
  • Disvannañ :
  • Forbannañ :
  • Embann ha gerioù deveret diwarni : embannadenn, embannadigezh, embannadur, embanner,  :ti-embann
  • Ervannañ
  •  Tribann
  • Videobanner

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Devri, pennad Bann .1 : Ban spisc’heriet gant stipula, anv-kadarn latin evit "garenn" (pe : "korzenn") ur blantenn.
  2. Vallée, Dictionnaire français-breton, 1931.
  3. Gregor Rostrenen, 1732.