Anv divoutin
An anvioù divoutin a zo ur rummad anvioù disheñvel diouzh an darn vrasañ eus an anvioù all, da lâret eo an anvioù boutin, dre ma reont dave da draoù, da lec'hioù, da dud, a zo resis, ha n'eus nemet unan anezho, d.s. Paol, Plouared, Yaou (ar blanedenn pe an doue).
Eus an anv boutin d'an anv divoutin
kemmañPetra bennak ma c'hell un anv divoutin dont eus un anv boutin, ne servijo nemet da ober dave d'un dra pe d'un den resis. Da skouer
- an Aotroù 'Kemener' n'eo ket ur c'hemener,
- an Itron Pennsivi n'eo ket ur penn-sivi,
- hag Alan al Louarn n'eo ket ul louarn.
E meur a yezh, hag ar brezhoneg en o zouez, e vez implijet pennlizherennoù e deroù an anvioù divoutin, da skouer:
- an anv boutin: ar gov
- an anv divoutin: ar Gov
Anvioù divoutin eo an anvioù tud ha lec'hioù, evel : Korsika, Napoleone.
Anvioù divoutin ivez eo :
- an anvioù loened evel Babar, Jolly Jumper.
- an anvioù boutin kemeret evel anvioù tud, pe lec'hioù:
- un ti gwenn, met an Ti-Gwenn,
- ur chapel nevez, met ar Chapel Nevez,
- un dimezell met an Dimezell,
- stadoù unanet, met ar Stadoù-Unanet,
- ur mor du, met ar Mor Du
- anvioù boutin implijet evel pa vijent tud, pe doueed, pe traoù sakr, pe traoù divoaz (divoutin eta):
- an Iliz, an Aoter, ar Stad, an Arme, ar Galloud, al Levr (ar Bibl), ar Ouenn, an Urzh, ar Bed, Deiz ar Varn
- anvioù levrioù ha filmoù: An Ti a Drizek Siminal.
- anvioù darvoudoù: Gouel ar Brezhoneg, Tro Bro-C'hall, Ar Redadeg.
Eus an eil yezh d'eben
kemmañDisheñvel e c'hell bezañ emzalc'h yezhadurel an anvioù divoutin diouzh hini ar re voutin e yezhoù zo, da skouer e brezhoneg ne vez ket implijet ar ger-mell strizh gant an anvioù divoutin peurliesañ. Kemmañ a ra seurt emzalc'hioù a yezh da yezh, kv.:
- brezhoneg: e Breizh (hep ger-mell)
- spagnoleg: en Bretaña hep ger-mell)
- saozneg: in Brittany (hep ger-mell)
- portugaleg: na Bretaña (gant ar ger-mell strizh; em + a > na)