Afer Stavisky
An Afer Stavisky zo un enkadenn bolitikel hag ekonomikel c'hoarvezet e Bro-C'hall e miz Genver 1934, da c'houde marv Alexandre Stavisky, lesanvet « Sacha vrav »[1], da-heul darvoudoù kevrinus. Aroueziñ a reas ar gwallskouer-mañ enkadenn ur renad distabil a oa diskred warnañ bezañ prenet hag ur roll en doe e fin ar gouarnamant Camille Chautemps hag en taol-dispac'h enepparlamant ar 6 a viz C'hwevrer 1934.
Ar fedoù
kemmañD'an 23 Kerzu 1933 e oa bet bac'het Gustave Tissier rener Kef Ti-kêr Baiona abalamour m'en doa flodet ha lakaet da vont bilhedoù faos (kement ha 235 milion a lurioù).
Buan e voe komprenet ne oa Tissier sevenour krouer Kef an Ti-kêr, Serge Alexandre Stavisky, en doa kenaozet ar floderezh gant Dominica-Joseph Garat, anezhañ maer ha kannad Baiona. Meur a wezh e oa bet tamallet Alexandre Stavisky evit floderezh er bloavezhioù tremenet.
Ar rouedad tud
kemmañAn enklask a voe kaset d'an daoulamm ha diskuliet e voe ur rouedad tud en-dro da Stavisky, koulz e metoù ar polis, ar c'hazetennerezh pe ar justis : ar c'hannad Bonnaure, ar senedour Renoult, Albert Dalimier anezhañ ministr an trevadennoù ha bet ministr ar Justis, renerien kazetennoù (Dubarry hag Aymard). An holl o doa bet "profoù" digantañ en eskemm ouzh o skoazell.
Ar pennprokulor Pressard, breur-kaer prezidant ar C'huzul Camille Chautemps, en doa graet diouzh ma vefe ampellet-disampellet prosez Stavisky. Ur bern tud o doa graet o mad eus arc'hant ar « Sacha vrav » ha mat e oa dezho e chomje mut. Rak se, pa voe dizoloet war e zalaroù gant ar boliserien en un ti-koad e Chamonix, d'ar 7 Genver 1934, e chomas un toullad tud war soñj evit gouzout piv a raje e vad eus an emlazh pe an torfed (rak n'eo ket gwall sklaer penaos e oa marvet). E Le Canard enchaîné e oa skrivet En em lazhet eo Stavisky gant ur volotenn tennet eus 3 metrad. Pegen hir e vrec'h...."
Enepparlamantouriezh
kemmañDiwar an afer e savas reuz : Stavisky a oa bet tamallet c'hoazh met mouget e oa bet an traoù diwar atiz ministred pe kannaded tapet en e aferioù. Enebourien Camille Chautemps a lavare e oa mat ar reuz-se evit an tu-kleiz, ar radikalourien, pe Chautemps zoken. André Tardieu a savas ur brizhroll eus ar gannaded o doa bet arc'hant, un tamm evel da vare Reuz Panama. Léon Daudet a reas eus Chautemps penn ur strollad laeron. Brasoc'h e voe ar reuz c'hoazh eget goude afer Hanau pe afer Oustric. Ur perzh bras en doe an afer-se e taol-dispac'h ar 6 a viz C'hwevrer 1934 e Pariz gant strolladoù eus an tu-dehou evel ar Croix de feu, an Action française.
Levrlennadur
kemmañ- Claude Goyard, « Un aspect de la police politique sous la Troisième République : l'enquête et le rôle de la Sûreté générale dans l'affaire Stavisky », in Jacques Aubert (dir.), L'État et sa police en France, Genève, Droz, 1979, p. 177-206.
- Cette vilaine affaire Stavisky, Histoire d'un scandale politique, Paul Jankowski, Fayard, 2000.
- Stavisky, l'homme que j'ai connu, Joseph Kessel, Gallimard, 1934.
- Vie et mort de Stavisky, Paul Lenglois, Denoël et Steele, 1934.
Sinema
kemmañ- Stavisky, ur film gall gant Alain Resnais deuet er-maez e 1974 gant Jean-Paul Belmondo.
Notennoù
kemmañ- ↑ Le beau Sacha