[go: up one dir, main page]

Ur gêriadenn eus Kembre eo Adpar e Kontelezh Ceredigion, war lez hanternoz ar stêr Teifi. War al lez kreisteiz emañ Castell Newydd Emlyn hag ur pont koant etrezo, dreist ar stêr.

Ar pont etre Adpar ha Castell Newydd Emlyn .

Trefhedyn e oa an anv kozh.Er Grennamzer e oa ur vourc'h dizalc'h. Un ti-moulañ a voe savet en Adpar e 1719, gant Isaac Carter. Krediñ a reer eo div ganaouenn gembraek a voe moulet da gentañ: Cân o Senn i’w hen Feistr Tobacco, gant Alban Thomas, ha Cân ar Fesur Triban ynghylch Cydwybod a’i Chynheddfau. E 1725 e voe kaset ar mekanik moulañ da Gaerfyrddin.